Trede Sul ar C'horaiz
/image%2F0509925%2F20210305%2Fob_f1ab1d_d5.jpg)
iskarit an Templ-mañ, hag en ur ober tri devezh me en adsavo.
Tost edo Pask ar Yuzevion ha Jezuz a bignas da Jeruzalem. Kavout a reas en Templ ar werzherion ejened, deñved ha koulmed, hag an drokerion-voneiz en o c'hoazez. Hag o vezañ graet ur skourjez gant kerdin, ec'h argasas an holl er-maez eus an Templ, hag an deñved hag an ejened; stlabezañ a reas moneiz an drokerion hag ec'h eilpennas o zaolioù.
Ha d’ar varc'hadourion-goulmed e lavaras : «Kasit kement-se ac'hann, ha na rit ket eus ti va Zad un ti-kenwerzh.» Neuze e teuas soñj d’e ziskibion ez eo bet skrivet: «Ar gred evit ho ti am debro-me.»
Ar Yuzevion avat a savas o mouezh hag a lavaras dezhañ: «Peseurt arouez a ziskouezez dimp evit gallout ober kement-se?.» Ha Jezuz da respont ha da lavarout dezho:
«Diskarit an Templ-mañ hag en ur ober tri devezh me en adsavo.»
Neuze ar Yuzevion a lavaras: «C’hwec'h vloaz ha daou-ugent eo bet padet sevel an Templ-mañ, ha te en ur ober tri devezh en adsavo?» Met eñ a gomze eus Templ e gorf.
Neuze pa voe adsavet a-douez ar re varv, e teuas soñj d’e ziskibion en devoa lavaret an dra-se, hag e kredjont er Skritur hag er gomz bet diskleriet gant Jezuz.
E-pad m’edo e Jeruzalem gant gouel ar Pask, e kredas kalz en e anv, o welout an arouezioù a rae. Met eñ, Jezuz, ne fizie ket enno dre m’ o anaveze holl, ha dre n’en devoa ket ezhomm e roje unan bennak testeni dezhañ diwar-benn an den, rak eñ e-unan a ouie petra a oa e-barzh an den.
Emañ bepred va daoulagad ouzh an Aotrou, rak eñ a denno va zreid eus ar roued.
Troit davedon, ho pet truez ouzhin, dre ma'z on va-unan-penn ha reuzeudik.