Naved da santez Anna

Publié par Tiegezh Santez Anna

Deiz kentañ - 1er jour / Eil devezh / 2e j. / Trede devezh - 4e j. / Pevare devezh - 4e j. / Pemvet devezh - 5e j. / C'hwec'hvet devezh - 6e j. / Seizvet devezh - 7e j. / Eizvet devezh - 8e j. / Navet devezh - 9e j.

Diverrañ - sommaire

********************

Deiz 1añ

Evit seveniñ mennantez Doue

O Santez Anna vadelezhus, bet roet da baeronez d'ar Vretoned, kregiñ a ran gant an naved-mañ ma fell din en e gerz ho pediñ gant gred. Va bennigit e-pad an deizioù dibabet-mañ, ha bezit eve-zhiek ouzh an holl vennadoù a fell din kinnig deoc’h, er feiz hag er fiziañs. Unanit ho pedenn ouzh va hini.

En deiz kentañ-mañ eus an naved, e fell din mont war-eeun d’ar pep pennañ. Fel-lout a ra din goulenn ouzh an Aotrou dre ho hanterouriezh grataat din ar c’hras vrasañ a c’hellan kaout, eleze seveniñ dalc’hmat e vennantez santel meurbet. Fellout a ra din ober pep tra diouzh skouer Jezuz na reas netra war an douar nemet seveniñ mennantez e Dad eus an Neñv. C’hwi hoc’h-unan, Santez Anna, hoc’h eus klasket karout Doue oc’h ober ar pezh a c’hoantae diganeoc’h. De-gouezhet oc’h d’un derez uhel a san-telezh.

Kement a zisterachoù a c’hell va di-roudiñ diouzh Doue ha va dihenchañ diouzh an hent bet toullet gantañ e-vidon. Emaon en arvar d’en em stagañ ouzh plijadurioù tremeniat ar vuhez. Aon am eus da zilezel va Aotrou. Ma c’hoar-vezfe din ar gwalleur-se, grit din dis-treiñ da Jezuz. R'en karin betek reiñ dezhañ va buhez ha kement tra a rin! Kontañ a ran war ho kwarez hag ho pediñ a ran gant fiziañs.

Ar pezh a c’houlennan ouzhoc’h evidon, a c’houlennan ivez evit ar re a zo tost d’am c’halon, dreist-holl evit izili va ziegezh. Amen.

Pater - Ave - Gloria

Diverrañ - sommaire

***********************

Premier jour - Pour accomplir la volonté de Dieu

O bonne Sainte Anne, Patronne des Bretons, je commence une neuvaine pendant laquelle je veux te prier avec ferveur. Bénis-moi pendant ces jours privilégiés et sois attentive à toutes ces intentions que, dans la foi et la confiance, je veux te présenter. Unis ta prière à la mienne.

En ce premier jour de la neuvaine, je veux aller droit à l’essentiel. Je veux demander au Seigneur par ton interces-sion de m’accorder la plus grande grâce que je puisse obtenir, celle de toujours accomplir Sa très sainte Volonté. Je veux imiter Jésus dont toute la vie sur terre fut d’accomplir la volonté de son Père du Ciel. Toi-même, Sainte Anne, tu t’es efforcée d’aimer Dieu en faisant ce qu’il désirait de toi. Tu es parvenue à un haut degré de sainteté.

Tant de petites choses peuvent me dis-traire de Dieu et m’écarter du chemin qu’il m’a tracé. Je risque de m’attarder aux plaisirs passagers de la vie. Je crains de renoncer à mon Seigneur. Si ce malheur m’arrivait, fais-moi revenir à Jésus. Que je L’aime au point de Lui donner ma vie et chacune de mes ac-tions! Je compte sur ta protection et je te prie avec confiance.

Ce que je te demande pour moi, je te le demande aussi pour les êtres qui me sont chers, surtout pour les membres de ma famille. Amen.

Pater - Ave - Gloria

Diverrañ - sommaire

********************

Eil devezh

Evit kaout keuz eus va fec’hedoù

Santez Anna, er gerzhadenn-mañ davet Doue, er birc’hirinadenn-mañ davet an Neñv, e c’hoarvez din re alies laoskaat ha zoken kouezhañ er pec’hed. Neuze e vezan doaniet, ha digalonekaet a-we-choù. Bez e rankan stourm ouzh enebour ar mad hag ivez ouzh va dougoù d’an droug. Hep skoazell an Neñv, ne c’hallan ket sevel en-dro goude bezañ kouezhet, na kerzhout divrall war hent an Aotrou.

Treiñ a ran davedoc’h e-doug an naved-mañ hag hoc’h aspediñ a ran da zont d’am skoazellañ. Ne c’hellin morse mont war-raok em buhez speredel anez din kaout keuz da gentañ eus va fec’hedoù a ra din pellaat diouzh va Doue. Ne c’hel-lin ket plijout d’an Aotrou anez din dilezel ar pezh a ro heug dezhañ. Den ne c’hell servijout daou vestr war un dro.

Gant ur fiziañs vras eo en ho pedan, Santez Anna, evit ma’m befe ur c’heuz didro eus va fec’hedoù. Ho kalloud ken bras war galon ho Mab bihan Jezuz a c’hell seveniñ burzhudoù. Daoust ha n’eo ket ar marzh priziusañ va difram-mañ diouzh krabanoù an droug evit en em stagañ ouzh ar mad hag ouzh Doue? E Breizh ez oc'h enoret, dreist-holl e Santez-Anna-Wened, douar benniget lec'h m'hoc'h eus en em ziskouezet d'ho servijer Iwan Nikolazig, hag e santua-lioù niverus-tre. El lec'hioù-se ma skui-lhit a-fonn ho krasoù, daoust ha n'emañ ket ho purzhudoù marzhusañ e kanttroi-digezh ar bec’herion?

Santez Anna, gant ho skoazell a vamm, e tistaolan ar pec’hed, dreist-holl ar seurt pec’hed boas-se hag a zo va hini. Fel-lout a ra din pellaat diouzh an degouezhioù a fallentez ha keuz am eus da vezañ dismegañset va Doue. Hiziv en em roan dezhañ e-ser fiziout ennoc'h-c'hwi ken galloudus ha ken madelezhus.

Erbedit evidon hag evit kanttroidigezh an holl re na vevont ket e mignoniezh Doue. Amen.

Pater - Ave - Gloria

Diverrañ - sommaire

***********************

Deuxième jour - Pour obtenir le regret de mes péchés

Sainte Anne, dans cette marche vers Dieu, dans ce pélerinage vers le Ciel, il m’arrive trop souvent de faiblir et même de tomber dans le péché. Je m’ attriste alors et, parfois, je me décourage. J’ai à affronter l’ennemi du bien et aussi mes tendances au mal. Sans l'aide du Ciel, je ne puis me relever après mes chutes ni marcher d’un pas ferme sur la route du Seigneur.

Je me tourne vers toi pendant cette neuvaine et je te supplie de me venir en aide. Je ne pourrai jamais progresser spirituellement sans d’abord regretter mes péchés qui m’éloignent de Dieu. Je ne pourrai pas plaire au Seigneur sans renoncer à ce qui Lui répugne. Nul ne peut servir deux maîtres en même temps.

C’est avec une confiance bien grande que je te prie, Sainte Anne, de m’obtenir le regret sincère de mes péchés. Ton pouvoir si grand sur le cœur de ton Petit-Fils Jésus peut accomplir des merveilles. Le prodige le plus précieux n’est-il pas de me soustraire à l’emprise du mal pour m’attacher au bien et à Dieu? En Bretagne, tu es honorée spécialement à Sainte-Anne-d'Auray, terre bénie où tu es apparue à ton serviteur Iwan Nikolazig, et aussi dans de très nombreux autres sanctuaires. En ces lieux où tu multiplies tes faveurs, tes miracles les plus extraordinaires ne con-sistent-ils pas à procurer la conversion des pécheurs?

Sainte Anne, avec ton secours maternel, je renonce au péché, surtout à telle habitude de péché qui est mienne. Je veux m’éloigner des occasions de faute et je regrette d’avoir offensé mon Dieu.

Aujourd'hui, je me donne à Lui tout en me confiant à toi, si puissante et si bonne.

Intercède pour moi et pour la conversion de tous ceux qui ne vivent pas dans l’amitié de Dieu. Amen.

Pater - Ave - Gloria

Diverrañ - sommaire

********************

Trede deiz

Evit sentiñ ouzh gourc'hemennoù Doue ha pleustriñ ar vertuz

Santez Anna, gwarezourez hor pobl ha madoberourez kement hini en em erbed ouzouc’h, hoc’h aspediñ a ran d’am skoazellañ war hent ar vuhez. Va dur-c’haat a ra ar vuhez ken berr-mañ, spi am eus, davet eurvad an neñv, un eurvad peurbadel gant an Aotrou, gant ar Werc’hez Vari, ganeoc’h, gant an holl re o devo bevet e karantez Doue hag an nesañ.

Goulenn a ran ouzhoc’h, en trede deiz eus an naved, grataat din ar fealded e servij an Aotrou. Un deiz en deus roet an Aotrou Doue da anavezout da Voizez ar gourc’hemennoù meur a zle ren hor buhez. Deuet eo Jezuz da c'houde, neket evit lemel kuit ar gourc’hemennoù, met evit hor skoazellañ da vevañ diouto. Roet en deus dimp skouer ar vertuzioù a zle bezañ re an holl ziskibled: karantez, madelezh, trugarez, tenerded...

E-ser hoc’h aspediñ, Santez Anna, evit ar grasoù amzeriat ha korfel am eus ezhomm bras anezho ivez, ne fell ket din ankounac’haat ho pediñ evit bezañ skoa-zellet ganeoc’h da virout ar gourc’hemennoù ha da bleustriñ ar vertuzioù. Roit din ar c’hras da vezañ karantezus e gwirionez, da c’houzout pardoniñ, da vevañ diwar ar Feiz, ar Goubeizh hag ar Garantez, er c’hlanded hag en damant evit ar reuzeudion.

Santez Anna, ar c’hras hoc’h eus bet da zont da vezañ mamm an Hini Dinamm ha mamm-gozh ar C’hrist. Gouezet hoc’h eus reiñ skouer an holl ver-tuzioù. Deoc’h-c’hwi, Santez Anna, e kinnigan va fedenn. Selaouit outi, me ho ped. Amen

Pater - Ave - Gloria

Diverrañ - sommaire

********************

Troisième jour - Pour obéir aux commandements et pratiquer la vertu

Sainte Anne, toi la protectrice de notre peuple et la bienfaitrice de tous ceux qui ont recours à toi, je te supplie de m’aider sur le chemin de la vie. Cette vie si courte m’oriente, j’espère, vers le bonheur du ciel, un bonheur éternel avec le Seigneur, avec Marie, avec toi, avec tous ceux qui auront vécu dans l’amour de Dieu et du prochain.

Je te demande, en ce troisième jour de la neuvaine, de m’accorder la fidélité au service du Seigneur. Dieu, un jour, a fait connaître à Moïse les grands commandements qui doivent gouverner notre vie. Jésus est venu ensuite, non pour abolir les commandements, mais pour nous ai-der à en vivre. Il nous a donné l’exemple des vertus qui doivent être celles de tous ses disciples: amour, bonté, miséricorde, tendresse...

Tout en te suppliant, Sainte Anne, pour les faveurs temporelles et corporelles dont j’ai grandement besoin, je ne veux pas oublier de te prier pour que tu m’aides à observer les commandements et à pratiquer les vertus. Obtiens-moi la grâce d’être vraiment charitable, de sa-voir pardonner, de vivre de Foi, d’Espé-rance et d’Amour, dans la pureté et le souci des malheureux.

Sainte Anne, tu as obtenu la grâce de devenir mère de l’Immaculée et la grand-mère du Christ. Tu as su donner l’exemple de toutes les vertus. A toi, Sainte Anne, je présente ma prière. Exauce-la, je t’en prie. Amen.

Pater - Ave - Gloria

Diverrañ - sommaire

********************

Pevare deiz
Evit kreskiñ e Karantez Doue hag an nesañ

Ô Santez Anna vadelezhus, leun-barr eo va c’halon a anaoudegezh vat p’emaon ouzh ho pediñ. Gouzout a ouzon e sela-ouit va aspedenn en ho madelezh. Mar goulennan ouzhoc’h, e-doug an naved-mañ, dreist-holl reiñ din grasoù spe-redel, e ouzon ez oc’h prederiet ivez gant va ezhommoù amzeriat, zoken mar choman hep o ezteurel bemdez. Evidon ez oc’h ur vamm-gozh a gar hag a chom evezhiek ouzh hon holl ezhommoù.

Hiziv e stouan dirazoc’h gant fiziañs hag e c’houlennan ouzhoc’h kaout di-gant Jezuz ar c’hras da garout, da ga-rout e gwirionez, da garout evel m’en deus-eñ gouezet henn ober. Ar Garantez eo relijion Jezuz! Ar Garantez eo gour-c’hemenn meur Jezuz! Aet eo eñ e-unan betek penn ar Garantez, betek follentez ar Garantez. Marvet eo diwar Garout.

Fellout a ra din bezañ e wir diskibl ha strivañ da garout eveltañ. Ne c’hellan ket henn ober hep ho skoazell, Santez Anna. Er prantad-mañ, e-doug an naved, eo ar skoazell-se en ho pedan da c’hra-taat din. Sur on e plij deoc’h va gou-lenn. Doue a selaouo outañ. Daoust hag e c’hell nac’h deoc’h ar mennad-mañ mar bez displeget ganeoc’h evidon? Da-oust ha n’emañ ket o c’hortoz e ve va buhez ur vuhez a garantez evit Doue hag evit an nesañ?

Fellout a ra din kreskiñ e karantez va Aotrou hag e karantez va breudeur ha va c’hoarezed, da gentañ ar re a vevan ganto. Deuit d’am skoazellañ, Santez Anna garet! Amen.

Pater - Ave - Gloria

Diverrañ - sommaire

********************

Quatrième jour - Pour grandir dans l'amour de Dieu et du prochain

O bonne Sainte Anne, j’ai le cœur débordant de reconnaissance alors que je te prie. Je sais que dans ta bonté tu écoutes ma supplication. Si, pendant cette neu-vaine, je te demande surtout de m’ob-tenir les grâces spirituelles, je sais que tu te soucies également de mes besoins temporels, même si je ne les exprime pas tous les jours. Tu es pour moi une gran-de-maman qui aime et qui demeure attentive à tous nos besoins.

Aujourd’hui, je me prosterne devant toi avec confiance et je te demande de m’ob-tenir de Jésus la grâce d’aimer, d’aimer véritablement, d’aimer comme Lui a su le faire. La religion de Jésus, c’est l’Amour! Le grand commandement de Jésus, c’est celui de l’Amour! Lui-même est allé jusqu’au bout de l’Amour, jusqu’à la folie de l’Amour. Il est mort d’Aimer!

Je veux être son vrai disciple et m’ef-forcer d’aimer comme Lui. Je ne le puis sans ton aide, Sainte Anne. C’est cette aide qu’en ce moment, pendant la neuvaine, je te prie de m’accorder. Ma de-mande, j’en suis certain, te plaît. Dieu l’exaucera. Peut-il te refuser cette re-quête si tu la formules pour moi? Ne désire-t-il pas que ma vie soit une vie d’amour pour Dieu et pour le prochain?

Je veux grandir dans l’amour de mon Seigneur et dans l’amour de mes frères et sœurs, en commençant par ceux et celles avec qui je vis. Viens à mon aide, chère Sainte Anne! Amen.

Pater - Ave - Gloria

Diverrañ - sommaire

********************
Pempvet deiz

Evit bezañ douget d’ar bedenn

Santez Anna, karet meurbet gant Doue, ra savo va fedenn davedoc’h, ra zeuio da vezañ ho pedenn-c’hwi ha ra c’hou-nezo digant Jezuz e-leizh a c’hrasoù speredel ha korfel.

En deiz nevez-mañ eus an naved ez on prederiet gant meur a ziaester ouzh va bec’hiañ. Gouzout a ran ez on kemeret dindan ho kwarez pa droan davedoc’h. Daoust d’am ezhommoù niverus, e teuan hiziv gant ar spi da zegemer ur c’hras arbennik kenañ a levezono va buhez ha va feurbadelezh a-bezh. Ar c’hras-se zo anezhi dont da vezañ un diskibl da Jezuz a bed hag a bed kalz. Fellout a ra din diorren ennon ar c'hoant da bediñ. Anal va buhez e tle ar bedenn dont da vezañ mar fell din bevañ evel mignon nesaek da Jezuz.

Roit din ar spered a bedenn! Ma’m eus ar spered a bedenn, dalc’hmat e pedin. Ret eo pediñ dizehan ha morse skuizhañ o pediñ, a lavar dimp ar Skritur Santel. Mar pedan, en em viran diouzh ar pec’hed. Mar pedan e plijan da Zoue. Mar pedan e tizhan kaout kement tra am eus ezhomm. “Goulennit hag e resevot” eme Jezuz dimp. Mar pedan, en em salvan hag en em santelaan.

Gouzout a ran e c’hellomp hag e tleomp ni-holl pediñ. Zoken ar pec’her sac’het er pec’hed a c’hell youc’hal davet Doue en e estrenvan!

Pep pedenn a vez selaouet gant Doue. Roit din, Santez Anna garet, ar boaz da bediñ, blaz ar bedenn, ar fealded da dostaat ouzh ar Sakramantoù, anezho prantadoù kaer a bedenn, dreist-holl ar c’hofesadur hag an Eukaristiezh.

Santez Anna, a-drugarez deoc’h e fell din dont da vezañ un den a bed hag a bed gant karantez. Amen.

Pater - Ave - Gloria

Diverrañ - sommaire

***************************

Cinquième jour - Pour que j’aie le goût de la prière

Sainte Anne, favorisée de Dieu, que ma prière monte vers toi, devienne ta prière et m’obtienne de Jésus une abondance de grâces spirituelles et corporelles.

En ce nouveau jour de la neuvaine, j’ai le souci de bien des difficultés qui m’assaillent. Je sais que tu me prends sous ta protection alors que je me tourne vers toi. Malgré mes besoins multiples, je viens dans l’espoir d’obtenir aujour-d’hui une grâce bien spéciale qui influencera ma vie et toute mon éternité. Cette grâce, c’est de devenir un(e) disciple de Jésus qui prie et qui prie beaucoup. Je veux développer en moi le goût de la prière. La prière doit devenir la respiration de ma vie si je veux vivre en ami(e) intime de Jésus.

Donne-moi l’esprit de prière! Si j’ai l’esprit de prière, toujours je prierai. Il faut prier sans cesse et ne jamais se lasser de prier, nous dit l’Ecriture Sainte. Si je prie, j’évite le péché. Si je prie, je plais à Dieu. Si je prie, j’obtiens tout ce dont j’ai besoin. “Demandez et vous recevrez”, nous dit Jésus. Si je prie, je me sauve et me sanctifie.
Je sais que tous nous pouvons et devons prier. Même le pécheur embourbé dans le péché peut crier vers Dieu dans sa détresse!

Dieu écoute toute prière. Obtiens-moi, chère Sainte Anne, l’habitude de prier, le goût de la prière, la fidélité à m’ap-procher des Sacrements qui sont des grands moments de prière, surtout la confession et l’Eucharistie.

Sainte Anne, je veux devenir, grâce à toi, une personne qui prie et qui prie avec amour. Amen.

Pater - Ave - Gloria

Diverrañ - sommaire

********************

C'Herc'hvet deiz

Evit yec’hed ar c’horf

Santez Anna garet, fellout a ra din tennañ va mad eus an naved-mañ evit komz ouzhoc'h eus holl retvezioù ar vuhez, eus an holl ezhommoù a ra diouer din, eus an holl brederioù ma’z on chalet ganto. Fellout a ra din hoc’h aspediñ evit va ezhommoù korfel hag evit ma c'hounezot din ar yec'hed am eus ezhomm da gaout. Ho pediñ a ran gant emzilez ur bugel en em dro davet e vamm vuiañ-karet.

Santez Anna, hor Mamm vat, anavezout a rit pep hini ac'hanomp gant e ezhommoù dezhañ. A-werso ez eo bec’hiet darn ac'hanomp gant nammoù ha gwall wan eo marteze va yec’hed din-me. Gouzout a ran hoc’h eus skoazellet en tremened meur a hini en dienez hag hoc’h eus di-boaniet meur a hini en anken. Ho pediñ a ran eta, Santez Anna, da gaout truez ouzhin ha da c’hounit din ur yec’hed gwelloc’h.

Ar c’hleñvedoù ma reuzomp diwarno, an trubuilhoù a ra dimp gouzañv, o anavezout a rit. O c'hinnig a ran d’ho kalon gendruezus e-doug an naved-mañ, gant ur fiziañs brasoc’h eget biskoazh.
Roit din eta ar yec'hed hag ar pare am eus ezhomm da gaout. Koulskoude, mar kav gwelloc’h da Zoue, en e furnez, ober en ur c'hiz all, ra vezo graet e vennantez ha neket va hini! Pourchasit din neuze, Santez Anna garet, gras ur peoc’h don hag ar frealz da seveniñ ar pezh a c’hoanta an Aotrou diganin. Amen.

Pater - Ave - Gloria

Diverrañ - sommaire

**************************

Sixième jour - Pour la santé physique

Chère Sainte Anne, je veux profiter de cette neuvaine pour te parler de toutes les nécessités de la vie, de tous les besoins que j’éprouve, de tous les soucis qui me préoccupent. Je veux te supplier pour mes besoins corporels et pour que tu m’obtiennes la santé qui m'est nécessaire. Je te prie avec l’abandon d’un enfant qui s’adresse à sa mère bien-aimée.

Sainte Anne, notre bonne Patronne, tu connais chacun d'entre nous avec ses besoins. Depuis trop longtemps, les infirmités accablent certains d'entre nous et ma propre santé laisse peut-être à désirer.
Je sais que, dans le passé, tu as secouru bien des misères et que tu as soulagé bien des détresses. Je te prie donc, Sainte Anne, de me prendre en pitié et de m’obtenir une santé plus florissante.

Ces maladies qui nous affligent, ces troubles qui nous font souffrir, tu les connais. Je les présente à ton cœur com-patissant pendant cette neuvaine, avec une confiance plus grande que jamais.

Obtiens-moi la santé et les guérisons qui me sont nécessaires. Cependant, si Dieu, dans sa sagesse en décide autrement, que sa Volonté soit faite et non la mienne! Procure-moi alors, chère Sainte Anne, la grâce d’une paix profonde et la con-solation d’accomplir ce que le Seigneur désire de moi. Amen.

Pater - Ave - Gloria

Diverrañ - sommaire

********************


Seizhvet deiz

Evit bezañ dieubet diouzh an enkrezioù

Santez Anna, a-holl viskoaz o deus ar Vretoned aspedet ho skoazell en o holl ezhommoù. P'emañ hor c'halonoù en enkrez ha pa n'ouzomp mui davet petra na davet piv en em dreiñ evit bezañ divec’hiet eus hor poanioù, e c'harmomp davedoc'h. Pa chom nec'het hor spered noz-deiz, pa'z eo diaes dimp kavout ar c’housket a rofe dimp nerzh en-dro, ha pa gollomp goanag en dazont a seblant dimp bezañ gwall deñval, e c'houlen-nomp ho skoazell.

Hañval eo ganimp a-wechoù kerzhout en ur riboul dezhañ penn ebet, lec’h na we-lomp mui ar gouloù a zegas dizoan ha peoc’h. N’eus mui tamm goanag denel ebet ganimp.

A-hed a c'hantvedoù ez eo deuet ho Pre-toned davedoc'h, alies gant ur galon bo-aniet hag ur spered karget a brederioù, c’hwi hag a zo frealzerez an holl re a vev en amprouenn hag en azrec’h. Zoken mar ne c’houzañvfen ket hevelep glac’har, e trofen davedoc’h evit ma ti-boanfec’h an dud a vev en aon hag en trefu. Ken niverus int hiziv an deiz, en hor bed ken ankenius lec’h ma vez gwalleget Doue.

Ho pediñ a ran, Santez Anna, evidon hag evit an holl re ma’z on chalet ganto. Anavezout a rit izili va ziegezh o tougen diasterioù pe o pellaat diouzh ar C’hrist ha diouzh e Iliz. Ho pediñ a ran d’o bennigañ ha d’o goleiñ gant ho kwarez. Santez Anna, fiziañs am eus ennoc’h! Santez Anna, va skoazellit! Hon gwarezit en ho madelezh! Amen.

Pater - Ave - Gloria

Diverrañ - sommaire

********************
7e jour - Pour être délivré des angoisses

Sainte Anne, de tout temps les Bretons ont eu recours à toi dans tous leurs besoins. Quand nos cœurs sont dans l'angoisse et que nous ne savons plus vers quoi ni vers qui nous tourner pour trouver le soulagement de nos peines, nous crions vers toi. Quand nos pré-occupations ne nous laissent en paix ni le jour ni la nuit, quand nous trouvons difficilement le sommeil qui refait nos forces et que nous désespérons de l’avenir qui nous semble bien sombre, nous demandons ton secours.

Parfois, nous avons l'impression d’avan-cer dans un tunnel sans fin où nous n'apercevons plus la lumière qui rassure et pacifie. Tout espoir humain semble alors s'évanouir.

C’est souvent le cœur gros et l’esprit chargé de soucis qu'au fil des siècles tes fils bretons sont venus vers toi, la consolatrice de tous ceux qui vivent dans l’épreuve et l’affliction. Même si je ne souffrais pas une telle anxiété, je me tournerais vers toi pour que tu soulages les personnes qui vivent dans la peur et l'angoisse. Elles sont si nombreuses de nos jours, dans ce monde anxieux qui est le nôtre et où Dieu est négligé.

Je te prie, Sainte Anne, et pour moi-même et pour tous ceux dont je me préoccupe. Tu connais les membres de ma famille qui éprouvent des difficultés ou qui s’éloignent du Christ et de son Eglise. Je te prie de les bénir et de les couvrir de ta protection. Sainte Anne, aide-moi! Protège-nous dans ta bonté! Amen.

Pater - Ave - Gloria

Diverrañ - sommaire

********************

Eizvet devezh

Evit ur c'hras arbennik

Santez Anna, dont a ran d’en em deurel d'ho treid evel ur bugel o tostaat ouzh e vamm. Fellout a ra din da gentañ ho kourc’hemennaouiñ evit bezañ ken meurdezus ha ken santel. Fellout a ra din ho meuliñ rak dibabet oc’h bet da zont da vout mamm Mamm Doue ha mamm-gozh va Aotrou Jezuz. Santez Anna, Patronez ar Vretoned, fellout a ra din ivez ho trugarekaat evit kement a c’hrasoù na baouezit ket da skuilhañ war an holl re en em dro davedoc’h er bedenn.

Degemer a rin kalz traoù digant ho tenerded. Bezit benniget! Tostaat a ran ouzhoc’h evit degemer donezonoù prizius evit va c’horf hag evit va ene. Ne fell ket d’an Aotrou Jezuz nac’h selaou ouzh pedenn an hini he deus e garet kement e-pad e vuhez war an douar.

En deiz-mañ eus an naved e tisklêrian deoc’h a greiz va c’halon ur bedenn c’hredus. Me' garfe kaout dre ho hanterouriezh ur c’hras eus an dibab. He anavezout a rit, Santez Anna, ar c’hras arbennik-se a c’houlennan ouzhoc’h bremañ gant ar spi da vezañ selaouet. Hoc’h aspediñ a ran d’he gounit din digant ho Mab-Bihan, Jezuz, va Salver.

Prometiñ a ran, Santez Anna garet, bevañ bepred e mignoniezh va Doue. En ho kichen e kavan va goudor. En em fiziout a ran en ho karantez. Amen.

Pater - Ave - Gloria

Diverrañ - sommaire

************

Huitième jour - Pour une faveur spéciale

Sainte Anne, je viens me jeter à tes pieds comme un enfant s’approche de sa mère. Je veux d’abord te féliciter d’être si grande et si sainte. Je veux te dire ma louange car tu as été choisie pour deve-nir la mère de la Mère de Dieu et la grand-mère de mon Seigneur Jésus. Je veux aussi, Sainte Anne, Patronne des Bretons, te remercier de tant de grâces que tu ne cesses de procurer à tous ceux et à toutes celles qui se tournent vers toi dans la prière.

J’obtiendrai beaucoup de ta tendresse. Sois bénie! Je m'approche de toi pour recevoir des dons précieux pour mon corps et pour mon âme. Le Seigneur Jésus ne veut pas refuser d’exaucer la prière de celle qui L’a tant aimé pendant sa vie sur terre.

En ce jour de la neuvaine, je te formule du fond du cœur une prière fervente. Je désire obtenir par ton intercession une grâce de choix. Tu la connais, Sainte Anne, cette faveur spéciale qu’en ce moment je te demande dans l’espoir d’être exaucé(e). Je te supplie de me la procurer de ton Petit-Fils, Jésus, mon Sauveur.

Je promets, chère Sainte Anne, de toujours vivre dans l’amitié de mon Dieu. Je me réfugie auprès de toi. Je me confie à ton amour. Amen.


Pater - Ave - Gloria

Diverrañ - sommaire

********************

Navet devezh

Evit ur marv mat

Deiz diwezhañ an naved eo endeo. E ginnig a ran deoc’h, Santez Anna, evel ur bri eus va c’halon vabel. Fellout a ra din ho karout ha kenderc’hel d’hoc’h engervel bemdez a-hed va buhez. Fellout a ra din henn ober dreist-holl pa vin war va zremenvan, anezhañ ar c’houlzad meur ma’z in tre er wir vuhez. Bezit em c’hichen pa zegouezhin dirak va Doue. Fellout a ra din e servijañ gant ur garantez brasoc’h-bras.

Santez Anna, grit ma savo va fedenn davedoc’h gant ur gred startoc’h. Va selaouit o kinnig deoc’h ur mennad poue-zus meurbet, eleze ma vo santel va marv. Ra’z in da Anaon e mignoniezh krenn va Doue! Fiziout a ran ennoc’h an deizioù diwezhañ ha prantad diwezhañ-holl va buhez. Ra dennin va huanad diwezhañ en ur zistagañ anvioù Jezuz, Mari, Jozef hag hoc’h hini, Santez Anna garet!

Adal bremañ e azlavaran deoc’h va c’harantez ken bras. Fellout a ra din anavezout hep dale al luskoù a garantez a garfen kaout pa zegouezhin dirak va Doue.

Santez Anna, bezit aze em c'hichen da goulz va marv. Va ambrougit e gwenved va Doue lec’h ma kanin ganeoc’h, gant ho merc’h karet, va Mamm Mari, gant an holl sent, gant holl sent Breizh ha gant an holl vignoned adkavet, madelezhioù va Aotrou ha va Doue. Amen.

Pater - Ave - Gloria

Diverrañ - sommaire

***************

Neuvième jour - Pour une bonne mort

C’est déjà le dernier jour de la neuvaine que je t’offre, Sainte Anne, comme un hommage de mon cœur filial. Je veux t’aimer et continuer de t’invoquer tous les jours de ma vie. Je veux surtout le faire au moment de ma mort, instant suprême où j’entrerai dans la vraie vie. Sois présente à mes côtés quand je pa-raîtrai devant mon Dieu. Je veux Le servir avec un amour de plus en plus grand.

Sainte Anne, permets que ma prière monte vers toi avec une ferveur plus intense. Ecoute-moi te présenter une intention très importante, celle que ma mort soit sainte. Que je meure dans l’amitié totale de mon Dieu! Je te confie les derniers jours et les moments ultimes de ma vie. Que j’expire en prononçant les noms de Jésus, de Marie, de Joseph et le tien, chère Sainte Anne!

Dès ce moment, je te redis mon affection si grande. Je veux avoir sans retard ces sentiments d’amour que je souhaite pos-séder alors que je me présenterai devant Dieu.

Sainte Anne, sois au rendez-vous de ma mort. Introduis-moi dans le paradis de mon Dieu où, avec toi, avec ta fille chérie, ma Mère Marie, avec tous les saints du Ciel, tous les saints de Bretagne et avec tous les amis retrouvés, je chanterai les bontés de mon Seigneur et de mon Dieu. Amen.

Pater - Ave - Gloria

Diverrañ - sommaire

e Sant-Brendan-Dol / à Saint-Broladre

e Sant-Brendan-Dol / à Saint-Broladre