Profoù / offrandes

Publié le par G.G.M.

Profoù / offrandes

*Gwezhiadenn David !

Ho trugarekaat a fell dimp ha ganeoc’h trugarekaat an Aotrou rak, a drugarez d’ho profoù, ez a war-raok tamm ha tamm al labourioù. War an ti-bihan a-dal da chapelig santez Anna e Lann-Anna!

Gouzout a rit pegen krennus eo al labourioù-se evit dazont Lann-Anna! Bennozh Doue deoc’h c’hoazh evit ho pedennoù hag ho profoù!

Koulskoude n’eo ket echu ar stourm hag e rankomp kenderc’hel gant al labourioù ha taliñ neuze ouzh dispignoù nevez c’hoazh evit ma vo degemerusoc’h ha arc’hwelekoc’h Lann-Anna da obererezhioù ar Vreuriezh hag ar Genunaniezh.

Kenderc’hel a reomp neuze gant Gwezhiadenn David ha drezi ho pedomp c’hoazh d’hon harpañ dre ar bedenn ha d’ober ur prof brokus evit diorren oberenn Lann-Anna e servij Rouantelzh Doue e Breizh.

Kasit ur chekenn e gourc’hemenn Tiegezh Santez Anna. Da gas en-dro da Tiegezh Santez Anna, Lann-Anna, Ar Vouster 56110 Roudoualleg.

Pe c’hoazh, grit un treuzvankadenn war gont Tiegezh Santez Anna, KRP ROAZHON bank 20041 advank 01013 kont 0531398D034, alc'hwez 53

* * * * * * *

Opération David !

Nous voulons vous remercier et avec vous remercier le Seigneur car, grâce à vos dons, les travaux avancent peu à peu sur la maisonnette en face de la petite chapelle sainte Anne de Lann-Anna!

Vous le savez, ces réalisations sont décisives pour l’avenir de Lann-Anna! Merci encore pour vos prières et vos offrandes!

Cependant, le combat n’est pas terminé et il nous faut poursuivre les travaux et faire face à de nouvelles dépenses pour que Lann-Anna devienne plus accueillant et plus fonctionnel pour les activités de la Fraternité et de la Communion.

Nous poursuivons donc l’Opération David par laquelle nous vous invitons encore à nous soutenir par la prière et à faire une offrande généreuse pour le développement de l’œuvre de Lann-Anna au service du Royaume de Dieu en Bretagne.

Envoyez un chèque à l’ordre de Tiegezh Santez Anna. A renvoyer à : Tiegezh Santez Anna, Lann-Anna, Ar Vouster

Ou encore, faites un virement sur le compte de Tiegezh Santez Anna, CCP RENNES n° de banque 20041 bureau 01013 Compte 0531398D034 clé 53

* * * * *

Profoù / offrandes
Un doare da harpañ Breuriezh Lann-Anna

Lod ac’hanoc’h a c’houlenn skoazell ar Vreuriezh evit gwazadoù liesseurt: kentelioù brezhoneg, labourioù treiñ, enklaskoù e sell kemenañ ur gwiskamant giz-o-bro, enklaskoù istorel. Re all a c’houlenn diganimp labourioù liorzhañ, skoazell er gêr, ambrougerezh speredel... Hag e klaskomp respont kement ha ma c’hellomp ober. Seurt gwazadoù liesseurt a c’hell bezañ kevuziet gant CESU. Sed un doare da harpañ ar Vreuriezh a labour a-hed ar bloaz da ziorren Lann-Anna hag ar Genunaniezh !

Un moyen de soutenir la Fraternité de Lann-Anna

Plusieurs d’entre vous font appel à la Fraternité pour des services très divers : cours de breton, traductions, recherches en vue de se faire un costume breton, recherches historiques. D’autres nous demandent : travaux de jardinage, aide à domicile, accompagnement spirituel.... Nous y répondons dans la mesure de nos possibilités. Ces divers services peuvent être rémunérés par CESU (Chèques Emploi Service Universel). C’est une façon de soutenir la Fraternité qui œuvre toute l’année au développement de Lann-Anna et de la Communion !

* * * * * * *

Publié dans Profoù - offrandes

Commenter cet article