Gouel Maria ar Gouloù

Publié le par Andrev

Meulomp ar C’hrist, goulou ar broadoù !

 

 

Dre gan ar benedictus da bep lidvezh ar beure ha war un dro gant Zakaria - tad Yann-Vadezour - e vezomp kouviet gant an Iliz da veuliñ «heol ar beure o tont eus an uhel d’hon gweladenniñ, evit sklêrijennañ ar re azezet en deñvalijenn hag e skeud ar marv » (Lk 1,78-79). Ar C’hrist Jezuz eo an heol-se : « Me eo skêrijenn ar bed, emezañ ; an hini am heuilh ne valeo ket en deñvalijenn, met sklêrijenn ar vuhez en devo. » (Yn 8,15). Pa voe ganet e teuas majed eus ar Reter d’E azeuliñ, bleniet ma oant bet gant ur steredenn nevez (kv Mz 2,2). Pa varvas, « an heol a guzhas hag e teuas teñvalijenn war ar vro a-bezh »(Lk 23,44).

Ya, Jezuz eo « ar sklêrijenn a sklaera pep den » (Yn 1,9) ha ez omp-ni galvet d’E heul da zont da vezañ Ennañ «bugale ar sklêrijenn, bugale an deiz» (1Tes 5,5).

Kement-mañ a vez kemennet gant al liderezh pa vezomp kouviet, a-wechoù, da zougen ur piled war elum, peurgetket e-doug beilhadeg Pask pa ’z enaouomp hor gouleier ouzh ar piled meur a zo argel ar C’hrist Dasorc’het. Da geñver Gouel Kinnigadenn Jezuz en Templ pe Gouel Glanidigezh ar Werc’hez, d’an 2 a viz C’hwevrer, anvet c’hoazh Gouel Maria ar Goulou pe Chandelour, ul lid-kerzh gant piledoù war enaou a zegas da soñj pignidigezh an Tiegezh Santel davet an Templ evit kinnig Jezuz evel ma ranke bezañ graet gant mab kentañ ganet pep tiegezh yuzev hervez lezenn Moïzez.

Ar gouel-mañ en enor d’ar C’hrist avat a voe da gentañ gouel Glanidigezh ar Werc’hez a voe lidet e Jeruzalem adal ar IVe kantved hag a voe degemeret gant al liderezh roman adalek ar VIIet kantved. Gwir eo e veze graet ul lid glanaat evit ar vamm war un dro gant lid kinnigadenn ar mab kentañ ganet. Seurt lid eus an Testamant Kozh a badas en hengoun katolik dindan stumm lid sav-a-wilioud pe ilizadur na c’hell bezañ komprenet nemet en diavaez eus kevrin ar pec’hed kentañ a vez treuskaset dre an engehentañ d’an holl denelezh.

Mari eo an hini gentañ - hag hi koulskoude bet engehentet dinamm e sell d’he lec’h dibar en istor ar silvidigezh - a zeuas dre al lid-se a c’hlanidigezh da embann trec’h hollvedel ha diwezhel ar C’hrist war ar pec’hed. Jezuz sklêrijenn ganet eus ar slêrijenn, douget gant Mari e Vamm, a yeas tre e Ti E Dad lec’h ma voe kanmeulet gant ar c’hozhiad Simeon evel « goulou evit skêrijennañ ar broadoù » hag anavezet gant an diouganerez Anna evel ar Mesiaz grataet.

Evit lidañ sklêrijenn ar C’hrist Salver ne dermas ket santez Berc’hed da sevel he manati lec’h ma veze dalc’het gant nav vestalenn un tantad en enor da vBerc’hed, doueez ar frouezhusted er wengeloniezh kelt. Da geñver an nevez-amzer e veze graet ivez eno lidkerzhioù davet an dourioù glanaüs dindan warez an doueez-mañ he zri dremm a vez kaset dimp da soñj dre an teir feunteun a gaver gant meur a santual e Breizh. Berc’hed a ganttroas ar vestalenned a droas da leanezed o virout lidoù an tan hag an dour en ur reiñ dezho o ster kristen. E bro-Iwerzhon, betek an XIIvet kantved e padas nav leanez, evel an nav vestalenn a-wechall, da zerc’hel an tantad en enor d’ar C’hrist Dasorc’het, trec’her war ar marv hag ar pec’hed.

Dre ma roas, war un dro gant sant Padrig, an Doue gwirion da anaout d’he c’henvroiz, e vez kehelet santez Berc’hed evel Mamm Iwerzhon hag e vez keñveriet a-walc’h gant ar Werc’hez en ur vont betek ober Mari Iwerzhon anezhi. E Breizh lec’h ma’z eo en em astennet ledan ar c’hehelerezh da santez Berc’hed e vez keveleret ivez gant ar Werc’hez. Lod santualioù da Vamm Doue zo bet savet lec’h ma veze sevenet seurt lidoù a c’hlanidigezh hag a frouezhusted peurgetket dindan warez an doueez Berc’hed. Ur vojenn a ra zoken eus Berc’hed amiegez ar Werc’hez ha mamm-laezh Jezuz tra ma kont buhez santez Azenor e teuas Berc’hed war un dro gant ar Werc’hez da geñver ganedigezh he mab sant Budog. Dre ur c’hendarvoud souezhus ivez, e tegouezh gouel santez Berc’hed d’ar c’hentañ a viz C’hwevrer, derc’hent gouel Glanidigezh Mari.

Berc’hed ha n’eo ket un douez koad pe arem met a zo bev da viken e Doue, a c’hell enta hon skoazellañ da zegemer hiziv an deiz goulou ar C’hrist hag Eñ kinniget dimp gant Mari da geñver ar gouel-mañ a zo ivez deiz bennigadenn ar piledoù. D’an deiz war-lerc’h, d’an 3 a viz C’hwevrer, deiz gouel ar merzher armeniat sant Blaez, kehelet ivet e Breizh (d.s. e Pestivien, e Treglañviz), e c’hell ar feizidi resev ur vennigadenn arbennik gant astennidigezh war o gouzoug daou biled koar, bet benniget d’an derc’hent, evit goulenn dre hanterouriezh ar burzhudour meur-mañ bezañ gwarezet diouzh ar boan c’houzoug. Al lid-mañ, bet dilezet siwazh e Breizh, a zegas dimp da soñj ez eo ar C’hrist, hor skêrijenn, an hini a c’hell hor pareañ eus holl gleñvedoù an ene hag ar c’horf ivez.

 

Bezit meulet Aotrou, Goulou divarvel paret en hon teñvalijenn. Bezit meulet evit ar Werc’hez Vari ho kinnigas d’ho Tad dindan lusk ar Spered Santel. Mirit ouzhimp da glask en em uhelaat pa n’eus nemedoc’h evit uhelaat ar re izel hag o gwiskañ gant ho sklêrijenn. Tan ho koulou d’hor glanaat ha da nerzhekaat hor c’horfoù dre hanterouriezh santez Brec’hed ha sant Blaez.

KEGIL HA GOURHED BERHED - La quenouille et le fuseau de Brigide, à Locoal

KEGIL HA GOURHED BERHED - La quenouille et le fuseau de Brigide, à Locoal

Louons le Christ, lumière des nations !

 

Par le chant du benedictus, à chaque célébration des laudes, l’Eglise nous invite à acclamer chaque matin à la suite de Zacharie - père de Jean le Baptiste - « l’astre d’en haut venu nous visiter pour illuminer ceux qui habitent les ténèbres et l’ombre de la mort » (Luc 1,78-79). Cet astre, c’est le Christ Jésus : «Je suis la lumière du monde, dit-il: qui me suit ne marchera pas dans les ténèbres mais aura la lumière de la vie» (Jn 8,12). Lors de sa naissance, des mages d’Orient vinrent l’adorer, guidés jusqu’à lui par un astre nouveau (cf Mt 2, 2). A sa mort, «le soleil s’éclipsant, l’obscurité se fit sur la terre entière» (Lc 23,44).

Oui, Jésus est «la lumière véritable qui éclaire tout homme» (Jn 1,9) et nous sommes appelés à devenir en lui «des enfants de lumière, des enfants du jour» (1 Thes 5,5). Pour le signifier, la liturgie nous invite parfois à porter un cierge allumé, tout spécialement lors de la Veillée Pascale où nous allumons nos petits cierges au grand cierge, symbole du Christ Ressuscité. Lors de la Fête de la Présentation de Jésus au Temple ou Fête de la Purification de Marie, le 2 février, appelée aussi Fête des Lumières ou Chandeleur, une procession avec cierges allumés rappelle la montée de la Sainte Famille vers le Temple de Jérusalem pour y présenter Jésus, comme tous fils premier né selon la loi de Moïse.

Cette fête du Christ fut tout d’abord celle de la Purification de Marie, célébrée à Jérusalem dès le IVe siècle, puis dans la liturgie romaine à partir du VIIe siècle. En effet, l’offrande du fils premier né s’accompagnait d’un rite de purification pour la mère. Ce rite de l’Ancien Testament se perpétua dans la tradition catholique par la fameuse bénédiction des jeunes mères ou relevailles, qui ne peut se comprendre en dehors du mystère du premier péché transmis par la génération à toute la famille humaine.

Marie, la première - elle pourtant conçue sans péché en vue de son rôle unique dans l’histoire du salut -, vint par ce rite de la purification célébrer la victoire universelle et définitive du Christ sur le péché. Jésus, lumière né de la lumière, porté par Marie sa Mère, entra dans la Maison de son Père où il fut acclamé par le veillard Siméon comme la « lumière pour éclairer les nations » et reconnu également par la prophétesse Anne, comme le Messie promis.

Pour célébrer la lumière du Christ Sauveur, sainte Brigitte ou Berc’hed n’hésita pas à construire son monastère en un lieu où neuf vestales entretenaient un feu sacré en l’honneur d’une autre Berc'hed, déesse de la fécondité de la mythologie celtique. Des processions vers les eaux lustrales avec rites de purification et de fécondité s’y pratiquaient également lors des fêtes de printemps en l’honneur de cette déesse aux trois visages que nous rappellent les fontaines tripartites de nombreux sanctuaires bretons. Sainte Brigitte convertit les vestales qui devinrent religieuses et conserva la tradition du feu et de l’eau en leur donnant leur signification chrétienne. Ainsi, jusqu’au XIIe siècle, neuf religieuses, à l’image des neufs vestales de naguère, entretinrent ce feu en l'honneur du Christ ressuscité, vainqueur de la mort et du péché.

Parce qu’avec saint Patrick, elle donna le vrai Dieu à ses compatriotes, Brigitte est vénérée comme la Mère de l’Irlande et on la compare volontiers à la Vierge en allant jusqu’à la nommer la Marie des Gaëls.

En Bretagne où son culte s’est largement répandu, Berc’hed est également associée à la Vierge. Certains sanctuaires à la Mère de Dieu sont édifiés en des lieux où se pratiquaient, avant le christianisme, ces cultes de purification et de fécondité, sous les auspices notamment de la déesse Berc’hed. Une légende fait même de Brigitte la sage-femme de la Vierge Marie et la nourrice de Jésus tandis que la vie de sainte Azenor nous présente la Vierge et sainte Berc’hed présentes lors de la naissance de son fils saint Budoc. D’autre part, une coïncidence étonnante fait précéder la fête de la Purification de la Vierge, par celle de sainte Brigitte, le premier février.

Brigitte, qui n’est pas une déesse de bois ou de bronze, mais qui est éternellement vivante en Dieu, peut nous aider à accueillir aujourd’hui dans nos vies la lumière du Christ que nous présente Marie en cette fête de la chandeleur, qui est est aussi le jour où l’on procède traditionnellement à la bénédiction des cierges. Le lendemain, 3 février, à l’occasion de la fête du martyr arménien saint Blaise, honoré lui aussi en Bretagne (Pestivien, Tréglamus, etc.), les fidèles peuvent recevoir une bénédiction spéciale, avec imposition sur la gorge de deux cierges bénis la veille, afin de demander, par l’intercession du saint thaumaturge, la protection contre les maux de gorge. Ce rite, hélas tombé en désuétude en Bretagne, nous rappelle que le Christ notre lumière est aussi celui qui peut nous guérir de toute maladie de l’âme mais aussi du corps.


Béni-sois tu Seigneur, Lumière sans déclin descendu dans notre nuit. Béni sois-tu pour la Vierge Marie qui, poussée par l’Esprit, t’offre à ton Père. Que nous ne cherchions pas, Seigneur, à nous élever, car toi seul élèves les humbles et les revêts de ta lumière. En cette année jubilaire, que le feu de ta lumière nous purifie et fortifie nos âmes et nos corps par l’intercession de sainte Brigitte et de saint Blaise !

Commenter cet article