Nedeleg er Menez Du

*
Setu komzoù ha sonerezh ar c'hantik CHRISTE, Redemptor omnium (Jezuz dasprener an holl), bet aozet gant Pêr Even eus Gwengamp hag a vez kanet da geñver gousperoù hag amzer Nedeleg.
a: div notenn
er: Teir notenn
A Grist Dasprener an hollved,
C'hwi ganet a-raok pep sklaerded,
eus an Tad, ar Mab nemetañ,
en ho klod dalc’hmat par dezhañ.
C'hwi goulou ha splannded an Tad,
d’an holl dud, C'hwi ar spi peurbad,
erglevit ouzh ar pedennoù
a sav davedoc'h ar pobloù.
Ho pezet soñj, Salver ar bed,
hoc’h eus evidomp kemeret,
eus korf ar Werc'hez evurus
hon doare dister ha marvus.
Sed a zo diskouezet hiziv
gant an deiz-mañ o tont en-dro,
ez oc’h ganet e-kreiz hon noz
evit hor c’has d’ar Baradoz.
An douar, ar mor, ar stered,
a gan ho klod gant an aeled,
o kevarc'hañ gant kaniri,
ar Salver deuet d’hon neveziñ.
Evit deiz ho kinivelezh,
Ni adganet d'ar gwir vuhez
A veul ho kloar a galon drant,
Bugale sakr ar vadeziant.
Ra vo klod deoc'h ha meuleudi,
Mab Doue deuet da vab Mari,
Ha deoc'h ivez, Tad ha Spered,
Doue unan en ho Treinded. Amen.
*
Gorwrein - Roudouzhalleg * Menezioù Du, Kernev
Gourin - Roudouallec Montagnes Noires, Cornouaille, Bretagne
/image%2F0509925%2Fob_cef423_a3b.jpg)
/image%2F0509925%2Fob_7d0b03_ti-plouz.jpg)
/image%2F0509925%2Fob_3fe0aa_bild076.jpg)