Pedenn da Sant Jozef
Me ho salud Jozef, c'Hwi bet kefleuniet gant gras Doue, diskuizhet en deus ar Salver war ho tivrec'h ha kresket dindan ho taoulagad.
Benniget oc'h a-douez an holl wazed, ha benniget eo Jezuz, Bugel-Doue ar Werc'hez Vari, ho Pried.
Sant Jozef, bet roet evel tad da Vab Doue, pedit evidomp en hor prederioù tiegezh, yec'hed ha labour, betek hon deizioù diwezhañ, ha teurvezit hon skoaziañ war hon tremenvan. Amen
******************************************************