Jeruzalem, kan d'an Aotroù!
*
Salm 147 (146-147)
1 Meulit an Aotroù! Rak mat eo kanañ d'hon Doue, rak dous eo, dereat eo e veuliñ.
An Aotroù eo en deus savet Jeruzalem, a zastum re stlabezet Israel,
a yac'ha ar re o deus ar c'halon flastret, hag a lien o goulioù.
Kontañ a ra niver ar stered, o gervel a ra holl dre o anv.
5 Meur eo hon Aotrou, e c'halloud a zo bras, e skiant a zo divent.
An Aotroù a skoazell ar re izel, hag ec'h izela ar re zrouk betek an douar.
Kanit d'an Aotroù gant trugarekadennoù, meulit hon Doue gant an delenn.
Goleiñ a ra an neñvoù gant ar c'houmoul, kempenn a ra ar glav evit an douar, lakaat a ra ar geot da ziwanañ war ar menezioù,
reiñ a ra magadur d'ar chatal, ha da re vihan ar vran o krial.
10 Ne laka ket e blijadur e nerzh ar marc'h, ne ra van ebet eus divhar an den,
an Aotroù a gav e blijadur er re a zouj anezhañ, er re a esper en e vadelezh.
Jeruzalem, kan d'an Aotroù! Sion, meul da Zoue!
Rak startaet en deus barrennoù da zorojoù, benniget en deus da vibien en da greiz,
reiñ a ra ar peoc'h da'z harzoù, leuniañ a ra ac'hanout eus ar gwellañ gwinizh.
15 Kas a ra e c'her war an douar, hag e gomz a red buan.
Reiñ a ra an erc'h heñvel ouzh ar gloan, hag e skuilh ar rev gwenn evel ludu.
Teurel a ra skorn dre dammoù, piv a bado dirak e yenijenn?
Kas a ra e gomz, hag o laka da deuziñ. Lakaat a ra e avel da c'hwezhañ, hag e red an doureier.
Roet en deus da anavezout e gomz da Jakob, e reolennoù hag e varnedigezhioù da Israel.
20 N'en deus graet evel-se da vroad all ebet, ha n'anavezont ket e varnedigezhioù. Meulit an Aotroù!.
* * * * * * *
Deus lizher sant Paol d'ar Romaned 8,10-1
Aotroù Doue,
dre hanterouriezh santez Anna,
Mamm ar Werc'hez Vari
mamm-gozh Jezuz ha
Patronez ar Vretoned,
lakait splannder Ho Tremm
da barañ hiziv war hor bro,
ni Ho ped dre Jezuz-Krist hon Aotroù!
Amen!

