Sant Yann-Vadezour
Salm 63 (62)
*
1 Salm David, pa oa e distro Juda.
2 O Doue! Te eo va Doue, da glask a ran adalek ar beure, ve ene en deus sec'hed ac'hanout, va c'hig a hirvoud davedout en douar kras-mañ, disec'het hag hep dour,
3 evit gwelout da nerzh ha da c'hloar, evel ma em eus da welet e-barzh ar santual.
4 Rak da vadelezh a zo gwelloc'h eget ar vuhez, va muzelloù a gano da veuleudi.
5 Evel-se e vennigin ac'hanout va buhez pad, sevel a rin va daouarn en da anv.
6 Va ene en deus e walc'h a vel hag a zruzoni, va genoù a veul ac'hanout gant kriadennoù a levenez.
7 Pa soñjan ennout war va gwele, ec'h eñvoran warnout e-pad beilhadennoù an noz.
8 Rak te eo va sikour. Dre-se en em laouenain dindan skeud da eskell.
9 Va ene a zo en em staget ouzhit evit da heuliañ, ha da zorn dehou am dalc'h.
10 Met ar re a glask va buhez evit he distrujañ, a ziskenno e donderioù an douar.
11 Roet e vint dindan barvenn ar c'hleze, ur preizh e vint d'al lern.
12 Met ar roue en em laouenaio e Doue, ha piv bennak a douo drezañ en devo gloar. Rak genoù ar re a gomz e gaou a vo serret.
Sant-Yann-ar-Biz, bro-Dreger / Sanctuaire de Saint-Jean-du-Doigt, dans le Trégor, où longtemps fut honoré saint Jean-Baptiste, dont le doigt fut conservé dans le même lieu et porté en procession. L'un des plus fameux miracles à cette dernière occasion fut le déplacement de la relique dans les airs vers la Duchesse Anne de Bretagne et la guérison de l'illustre princesse.

/image%2F0509925%2F20140624%2Fob_35087c_21-23-24-eost-107.jpg)
/image%2F0509925%2F20140624%2Fob_f8815c_21-23-24-eost-110.jpg)
/image%2F0509925%2F20140624%2Fob_390064_21-23-24-eost-113.jpg)