Chapeled ar Pellgent
* * Chapeled ar Pellgent
Mystères de l'Aurore
Mari krouet dinamm
1. O skleurenn flour koachet er skrin,
Sked ar pellgent, glanat kevrin !
Ur verc’h Mari krouet dinamm
E korf santel Anna he mamm.
Ganedigezh ar Werc’hez
2. Kanomp uhel, bras ha bihan,
Ginivelezh ar Werc’hez c’hlan !,
Deiz gouel o kas levenez dimp
E-ser Anna ha Yoakim.
Mari desavet e feiz ha
spi Israël gant he zud
3. Klod da Vari dalc’hmat hesent
O selaou gredus he c’herent
Pa dreuskasont d’o merc’h uvel
Feiz ha goanag pobl Israël.
Ar Werc’hez kinniget en Templ
4. En Neved meur en em ginnig
Ar c’hrouadur holl wenvidik,
O vont war-raok hep treiñ he sell ;
Templ Mab Doue e vo kent pell.
Dimeziñ santez Mari ha sant Jozef
5. O c’hwi Jozef ha c’hwi Mari,
Laouen omp ouzh hoc’h enoriñ,
Pan ho kwelomp, hael ha dilorc’h,
O timeziñ, kevret er peoc’h.
*
Savet gant Tiegezh Santez Anna
war don « Mar kirit ober orezon » (17v kvd),o veveriañ kevrinoù pellgent ar Silvidigezh.
Création de Tiegezh Santez Anna, sur l'air de
