Ar Rozera Santel

"En eur bod roz ’zo tri dra : an deliou, an drein hag ar roz. En bue Jezuz ha Mari zo ive deliou, drein ha roz. An deliou eo ar vue o tigeri : en bue Jezuz ha Mari, an deliou eo ar pemp mister a joa, pa weler Mari o tougen he Mab-Doue, o vont gantan da welet Elisabeth, o c’henel anezan en Bethléem, o kinnig anezan en Templ, hag o kavet anezan en Jeruzalem.
Dre douez an deliou e sav an drein : en bue Jezuz ha Mari, an drein eo ar pemp mister a geun, pa weler Jezuz, en eur c’houezen a wad, skoet a dôliou skourje, kurunet a spern, o tougen e groaz hag o vervel war Mene-Kalvar.
E-touez ar muian drein eman ar braoan roz : en bue Jezuz ha Mari, ar roz eo ar pemp mister a c’hloar, pa weler Hon Zalver o sevel beo-buezek eus ar be, o pignal en nenv, o lakat ar Spered-Santel da ziskenn war an Ebestel, o kemer e Vamrn en e varadoz, hag o kuruni anezi rouanez an nenv hag an douar."
Pevar chapeled a ya d'ober ur Rozera (a-baoe m'eo bet ouzhpennet ur pevare gant Yann-Baol II). Evit pep chapeled ez eus 5 kevrin da brederiañ warno, ha evit pep hini eus ar re-se ur Pater, 10 Ave Maria hag ur Gloria Patri da bediñ.
Evit pep chapeled ez eo bet roet un anv arbennik, diouzh ar rummad kevrinoù da brederiañ warno :
- Chapeled ar c'hevrinoù laouen (a lavarer kentoc'h d'al Lun)
- Chapeled ar c'hevrinoù poanius (d'ar Meurzh ha d'ar Gwener)
- Chapeled ar c'hevrinoù klodus (d'ar Merc'her, d'ar Sadorn ha d'ar Sul)
- Chapeled ar c'hevrinoù lugernus (d'ar Yaou)
Gant Tiegezh Santez Anna ez eus ur 5et chapelet zoken, hini "ar Pellgent", a c'heller pediñ d'ar Meurzh, o vezañ m'eo gouestlet an deiz-se da santez Anna, hervez an hengoun.
Roll ar c'hevrinoù-se a c'heller kavout a-aes-vat war ar genrouedad, pe ganimp ma peus c'hoant da gaout anezho e brezhoneg.
Ur skol gristen e gwirionez ez eo pedenn ar Rozera. Drezi e arvestomp kevrinoù ar Silvidigezh hag e vezomp sklêrijennet ganto e donig don hor c'halon. Mat eo pediñ e chapeled bemdez!
****************************************************
Mois d'Octobre, mois du saint Rosaire !
Fête le 7.
