Ar Basion
1. Barnet eo bet d’ar marv evit he madelezh
Skourjezet kriz ha garv evit he faourentez
Tud uhel ha beleion o hopal warnezi
O rogal hag o frailhañ, ‘n ur ober goap outi.
Diskan: Staget ouzh ar groaz, o c’hortoz an trede deiz,
Reuzeudik, gwasket, noazh emañ va Breizh.
2. Disprizet ha dilezet, direbech ha dinamm,
O kouezhañ war ar stignoù, flastret dindan ar samm,
Karget eus an holl drougoù, war hent Menez Kalvar,
Hep unan en he foan o c’houzañv he glac’har.
3. Ur verzherenti ken kriz ne c’hell bezañ kuzhet,
Ha Doue en deus selaouet pedenn ar vro vrevet.
Setu emañ o parañ beure an trede deiz;
Tridal ‘ra korf hag ene ha kalon vev va Breizh.
Staget ouzh ar groaz, met erru an trede deiz,
Ken skedus ha biskoazh emañ va Breizh!
Skrivet gant Lili Bodenez ha kanet gant Ivona ha Marc’harid L’Hour,
houma o veza bet douaret e Plouedern d'ar 1añ Ebrel 2015
*