Pevare Sul goude an Epinaniezh
Aviel St Vazhev 28, 23
Ar gorventenn sioulaet
Jezuz neuze o vezañ pignet er vag ez eas e ziskibien gantañ. Ha setu ma savas war ar mor ur gwall varr-amzer ken e oa goloet ar vag gant an tarzhioù. Eñ avat a gouske. Hag i da zont d’e zihuniñ en ur lavarout : «Aotrou, hor savete, emaomp o vont da goll.» Eñ a respontas : «Perak hoc'h eus aon, tud amgredik?»
Neuze o vezañ savet e c'hourdrouzas an avelioù hag ar mor; hag e teuas kalmijenn vras. Ha sebezet ma oant e lavare an dud-se : «Peseurt den eo hemañ, pa sent outañ an avelioù zoken hag ar mor?»
Grazal
********
Graduel
