Eil Sul warn ugent goude ar Pantekost
*
Dominica Vigesima secunda post Pentecosten
22e Dimanche après la Pentecôte
*
Filipidi 1, 6-11.
Ha sur on eus an dra-se : an Hini en deus staget ennoc'h gant e labour kaer, a zalc'ho gantañ betek e gas da benn evit Deiz ar C'hrist Jezuz. Ha reizh evit gwir eo din-me kaout ar mennozhioù-se en ho keñver c'hwi-holl dre m'ho tougan em c'halon; rak, pe chadennet e vefen pe gant va labour difenn ha startaat an Aviel, emaoc'h, c'hwi-holl, o kemerout perzh er c'hras a zo va hini. Ya, Doue a zo test em eus evidoc'h karantez tener e kalon ar C'hrist Jezuz. Ha setu va fedenn : ma kresko muioc'h-mui ho karitez, en ur reiñ deoc'h ar ouiziegezh hag ar skiant-vat-se ho lakaio da brizout an talvoudegezhioù gwirion; deoc'h da vezañ dinamm ha direbech a-benn Deiz ar C'hrist, leun ho taouarn eus ar frouezh-se a reizhded a zougomp dre Jezuz Krist, evit klod ha meuleudi Doue.
14, 12 et 13.
Dalc'hit soñj ac'hanon, Aotroù, C'hwi a zo Hollc'halloudeg, ha lakit komzoù dereat em genou, ma c'hello ar pezh a lavarin plijout d'an tiern.
http://www.ccwatershed.org/video/10733922/?return_url=/goupil/
