Añjeluz an Azvent
1. Un Arc’hael a-berzh an Aotrou
Da Vari ‘zegasas keloù :
E oa gant Doue dibabet
Da vezañ Mamm Salver ar bed.
2. Mari a respontas neuze :
“ Servijerez ‘on da Zoue.
Ra vo graet din, Ael benniget,
Hervez m’hoc’h eus din lavaret. ”
3. Hag e engehentas ur bugel
Dre c’halloud ar Spered Santel.
Ha Verb Doue ‘n em enkorfet ;
E-touez an dud en deus bevet.
4. Pedit Mamm santel da Zoue
Evidomp-holl ho pugale,
Ma vezimp din eus ar grasoù
A bromet Jezuz hon Aotrou.
*
Anjelus hengounel o tont eus oberoù an Aotrou Charlez Briz
(XVIIvet kantved), ganet e Lanhouarne hag aluzener e Kemper.
Gant plijadur ha war ho koulenn e ve desket deoc'h ar c'han-se ganimp.
