Troiad Feiz ha Stuzegezh
Kenunaniezh Tiegezh Santez Anna
12 a viz Mae Troiad Feiz ha Stuzegezh
Troiad er vro ha gousperoù en ur chapel
Dindan mantell ar Werc’hez Vari ha santez Anna !
En em gavout a raimp neuze disul a zeu - 12 a viz Mae - evit hon troiad Feiz ha Stuzegezh.
Emgav da greisteiz hanter e chapel Itron-Varia Roskelfenn e Lanniskad e Kernev evit tinellig
Evit tizhout ar chapel : o tont eus Rostrenenn kemerit hent Gwareg, e bourc'h Gwareg, lezit an iliz war ho tu dehoù, treuzit ar pont ha, pelloc’hik, kemerit hent Lanniskad war an tu kleiz, goude daou km e kavot hent Roskelfenn war an tu dehoù. Erruet oc’h !
Diouzh an abardaez e weladennimp chapel Itron Varia Gwirmane war barrez Perred ha chapel Itron-Varia Garvez war barrez Leskoed, o div e Bro-Bourled.
Goude ar gousperoù e c’hellimp ober merenn-vihan e-kichen ar chapel, ma vez degaset gant pep hini kafe, gwestell ha traoù lipous…
A-benn disul !
Da c’houzout : un oferenn a vo lidet en iliz Gwareg da 10e30 (oferenn diskleriadur a feiz ar vugale)
Publicité
/image%2F0509925%2F201305%2Fob_4df59469685f0b94571b76a95a4d2714_perret.jpg)
/image%2F0509925%2F201305%2Fob_336133a719faf8cf8a5007a599769bb9_laniscat5.jpg)
/image%2F0509925%2F201305%2Fob_283d30bcf01a2a7bbac141ba6682e616_laniscat7.jpg)
/image%2F0509925%2F201305%2Fob_c7bd6f8af5f3e13ffef74f67cf1998bd_laniscat13.jpg)
/image%2F0509925%2F201305%2Fob_fc79ba6443f34144059fbed5235351c6_bild212.jpg)
/image%2F0509925%2F201305%2Fob_6f4a44f35e4a346ed2dd0f10b95db53a_bild194.jpg)
/image%2F0509925%2F201305%2Fob_250d499388b549a55fa917e6d55edacf_bild174.jpg)