Pevare Sul goude Pask
*
Pevare sul goude Pask
4th Sunday after Easter
*

Aviel
Sant Yann pennad XVI,5-14
Met bremañ ez an da gaout an Hini en deus va c'haset, hag hini ac'hanoc'h ne c'houlenn ouzhin : Da belec'h
emaout o vont? Met dre ma 'm eus lavaret se
deoc'h, he deus an dristidigezh leuniet ho kalon.
Me avat eo ar wirionez a lavaran deoc'h :
Talvoudus eo deoc'h ez afen kuit, rak mar ned
an ket kuit, ne zeuio ket ar Parakled davedoc'h;
met ma'z an kuit, er c’hasin deoc'h.
Hag hennezh o tont, a brouo a-enep d’ar bed
diwar-benn ar pec'hed, ar reizhded hag ar
varnedigezh; diwar-benn ar pec'hed, dre ne
gredont ket ennon; diwar-benn ar reizhded,
dre ma'z an da gaout va Zad ha n’em gwelot
mui ken; diwar-benn ar varnedigezh, rak
barnet eo dija priñs ar bed-mañ.
Kalz a draoù am eus c'hoazh da lavarout
deoc'h, met n’hellit ket o dougen bremañ.
Pa vo deuet hennezh avat, ar Spered
a wirionez, ho heñcho da gaout an holl
wirionez; rak ne gomzo ket dioutañ e-unan, met
kement a glev a lavaro, hag e tisklêrio deoc'h an
traoù da zont. Hennezh a roio klod din, rak
kemer a ray eus ar pezh a zo din evit en
disklêriañ deoc'h.
Cum venerit Paraclitus Spiritus veritatis, ille arguet mundum de peccato, et de justitia, et de judicio, alleluia.
Pa vo deut ar Spered Santel, ar spered a wirionez, e tiskouezo d'ar bed petra eo ar pec'hed, ar reizhded, ar varn, alleluia.