Trede Sul goude Pask
Aviel Sant Yann
pennad XVI
"Ur pennadig ha n’am gwelot mui ken, ha
c'hoazh ur pennadig hag am gwelot adarre.»
Lod eus e ziskibien a lavaras neuze an eil
d’egile : «Petra 'lavar dimp evel-se :
Ur pennadig ha n’am gwelot mui ken, ha
c'hoazh ur pennadig hag am gwelot adarre, ha
gant kement-mañ : Mont a ran da gaout an
Tad?» Lavarout a raent eta : «Petra eo se emañ
o lavarout : Ur pennadig? N’ouzomp ket petra
'lavar.»
Jezuz, o c'houzout o devoa c'hoant da ober
ur goulenn outañ, a lavaras dezho : «Tabutal
a rit kenetrezoc'h diwar-benn ar pezh am eus
lavaret : Ur pennadig ha n’am gwelot mui ken,
ha c'hoazh ur pennadig hag am gwelot adarre.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h,
c'hwi a leñvo hag a hirvoudo, endra m’en em
laouenaio ar bed; c'hwi a vo en dristidigezh,
met ho tristidigezh a vo troet e levenez.
Ar vaouez o wilioudiñ, he deus tristidigezh,
dre m’eo deuet he c'houlz; met p’he deus ganet
he c'hrouadur, n’he deus ket soñj ken eus he
foan, gant al levenez he deus dre ma'z eus bet
ganet un den er bed. 22 Ha c'hwi eta hoc'h eus
bremañ tristidigezh; met ho kwelout a rin
a-nevez ha laouenaat a ray ho kalon; hag ho
levenez ne vo den ebet evit he dilemel
diganeoc'h.
Ofertouer
Lauda anima mea, Dominum: laudabo Dominum in vita mea: psallam Deo meo, quamdiu ero, alleluia.
*
