Daouzekvet Sul goude ar Pantekost
Daouzekvet Sul goude ar Pantekost
*
*
12e Dimanche après la Pentecôte

Lennadenn
eus eil Lizher sant Paol d'ar Gorintiz 3,4-9
Setu ar gredenn diarvar a zo dimp dre ar
C'hrist dirak Doue. Drezomp hon-unan n’omp
ket barrek da lakaat un dra bennak war hor
c'hont evel pa zeufe ac'hanomp-ni; hor
barregezh a zeu eus Doue; Eñ eo en deus hol
lakaet barrek da vezañ gwaziaded un Emglev
nevez, nad eo mui hini al lizherenn, met hini ar
Spered; rak al lizherenn a lazh, ar Spered avat
a ro buhez. Hogen, mar en deus ar waziadezh
a varv bet skrivet war vein gant lizherennoù,
skedet gant kement a c'hloar ma n’helle ket
Bugale Israel sellout a-dal ouzh dremm Moizez,
en abeg da splannder an dremm-se, hag-eñ
dibad koulskoude, penaos neuze gwaziadezh ar
Spered ne vo ket c'hoazh splannoc'h e c'hloar?
Mard eo bet glorius gwaziadezh ar gondaonidigezh, na pegement brasoc'h ne vo ket gloar waziadezh ar santelezh.
eus Levr ar Salmoù 103, 13 & 14-15
An douar, va Doue, a vo leuniet gant frouezh hoc'h oberoù; tennañ a rit ar bara eus an douar hag ar gwir a laka laouen kalon an den; an heol a laka levenez war e dal, hag ar bara a ro nerzh d'e galon.
