Unekvet Sul goude ar Pantekost
Unekvet Sul goude ar Pantekost
*
*
11e Dimanche après la Pentecôte

Aviel
Sant Mark XVII, 31-37
Hag a-nevez, o kuitaat broioù Tir e teuas
dre Sidon war-zu mor Galilea, e-kreiz bro an
Dek-Keoded. Degaset e voe dezhañ un den
bouzar ha besteod hag an dud hen pede da
astenn e zaouarn warnañ. Jezuz avat o vezañ
e gemeret en e bart, er-maez eus ar bobl,
a lakaas e vizied en e zivskouarn hag o vezañ
kemeret eus e halv e stokas ouzh teod an den.
Hag o treiñ e zaoulagad etrezek an neñv
e huanadas hag e lavaras dezhañ : «Effeta», da
lavarout eo : «Digor.» Hag e tigoras
e zivskouarn, ha kerkent e voe distagellet
e deod hag e komze reizh-mat.
Gourc'hemenn a reas Jezuz dezho chom
hep rannañ gêr da zen ebet; met seul-vuioc'h ma
tifenne, seul-vuioc'h ec'h embannent ar c'heloù.
Dreist-muzul e oa estlamm an dud hag
e lavarent : «Brav-dispar en deus graet pep tra !
Ar re vouzar o-unan, o lakaat a ra da glevout
hag ar re vut da gomz !
eus Levr ar C'hrennlavarioù 3, 9-10 6,57

