An Degemenn

Publié le par G.G.M.

An Degemenn

*

Pedenn sant Alfoñs-Mari Liguori

evit an Degemenn

*

Prière pour la fête de l'Annonciation

*

O Gwerc'hez dinamm ha santel ! O krouadur an uvelañ hag an uhelañ-dreist dirak Doue ! Ken bihan e voec'h d'ho taoulagad-c'hwi, hogen ken bras da re Hon Aotrou, ma voec'h derc'havet gantañ betek ho tibab evit e Vamm hag ho savelañ dre heuliad Rouanez an Neñv hag an douar. Dougen a ran trugaregezh da Zoue en deus ho terc'havet kement, ha ganeoc'h en em laouenaan ouzh ho kwelout unanet ken start outañ ma ne c'hellfe ket bezañ startoc'h gant nep krouadur all bennak. Mezh am eus oc'h en em ginnig deoc'h-c'hwi a zo ken uvel gant kement a berzhioù mat, reuzeudik ha lorc'hus ma 'z on gant kement a bec'hedoù. Daoust da 'm dienez e fell din koulskoude ho kevarc'hañ : Ave Maria, gratia plena ; C'Hwi zo leun a c'hrasoù, gounezit din kaout ul lodenn anezho. Dominus tecum : Dalc'hmat ez eo bet an Aotrou Doue ganeoc'h abaoe koulz kentañ ho krouididezh, ha sttrishoc'h kement-mañ bremañ dre ma 'z eo deuet da vout ho Mab. Benedicta tu in mulieribus : Maouez venniget a-douez an holl vaouezed ! Gratait dimp ivez ar bennozh eus an Neñv.

Et benedictus fructus ventris tui : Plantenn venniget, ganeoc'h ez eo bet ganet ur frouezh ken hael ha ken santel! Sancta Maria, Mater Dei : Mari ! Embann a ran ez oc'h Gwir Vamm Doue, ha darev on da reiñ mil gwezh va buhez evit difenn ar wirionez-mañ.. Ora pro nobis peccatoribus ; met mard oc'h Mamm Doue, bezit c'hoazh Mamm hor silvidigezh hag hor Mamm-ni, pec'herion gaezh ac'hanomp peogwir eo a-benn salviñ ar bec'herion en deus Doue en em c'hraet den, hag ho tiuzet en deus evit e Vamm evit ma ve gant ho pedennoù ar galloud da salviñ nep pec'her bennak. Mar plij, o Mari ! Pedit enta evidomp. Nunc et in ora mortis nostrae : Pedit dalc'hmat, pedit bremañ pa 'z omp gronnet gant temptadurioù hag arvarioù da goll Doue ; pedit dreist-holl war hon tremenvan pa vimp war-nes kuitaat ar bed-mañ ha bezañ kinniget da lez-varn Doue ; evel-henn, salvet ma vimp dre brezh dellidoù Jezuz-Krist hag ho hanterouriezh, e c'hellimp dont, hep arvariñ ho koll en-dro, d'ho kevarc'hañ ha d'ho meuliñ gant ho Mab , en Neñv a-hed an holl beurbadelezh. Amen

An Degemenn

* * *

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article