Bodet gant Doue

Publié le par Andrev

*

"E labour ez omp, krouet ma'z omp bet er C’Hrist

Jezuz gant Doue, evit dougen an oberoù mat en deus o rakdivizet a-benn m’o sevenimp."

(Efezidi 2,10)

 

 

 

Bodet gant Doue

 

E doare pe zoare ez eo bepred dre an Iliz e kejer gant an Aotrou Krist, hag ar C’Hrist E-unan hor c’has d’an Iliz. O tennañ he anv eus ar gresianeg ekklêsia - a dalvez "bodadeg", ez eo an iliz kumuniezh an dasprenidi, bet diazezet gant ar C’Hrist E-unan, hag hi o sankañ he gwrizioù en istor ar Bobl Dibabet (Kv. Katekiz an Iliz Katolik, nv. 761-762). Ar feiz, dec’hanet diwar ar gejadenn hiniennel gant an Doue bev, a zegas ar feizad d’ar gumuniezh dibar-se a zo galvet da reiñ testeni eus Keloù Mat ar Silvidigezh er bed.

Ne c’heller buheziñ ar feiz en he leunded anez bout e kenunaniezh gant an Iliz, ur genunaniezh a zo dezhi mont betek kemer korf en un doare pleustrek kenañ e buhez ur gumuniezh kristen. Ne vuhezer ket ar feiz dre c’halloudegadur ! A-bouez eo en degas da soñj tra m’eo bet patromet siwazh hon doare da vuheziñ ar gristeniezh gant ar bedatadur hag an hiniennelouriezh, betek he distresañ a-grenn. Sed amañ, hep arvar, unan eus pennabegoù he goeñvidigezh en hor broioù.

Hiziv emañ an araezioù kehentiñ, hag int o tougen d’an emserriñ en ur bed darvanel, o vagañ e meur a hini an emdouell da gaout ur vuhez kristen dre ma ruzikont war loadoù kristen ar genrouedad, pe dre ma tarempredont foromoù eskemm etre kristenion. Hogen kennaskañ ne dalv ket kement ha kenunvaniñ, ha ne c’hell ket ar skramm kemer lec’h kedvuhez ur gumuniezh diles.

Ken gwir all eo e chom diaes kavout kumuniezhoù buhezek. Ar parrezioù ned int mui kumuniezhoù estreget dre ar ger, war-bouez nebeut. Anavezet hon eus er bloavezhioù pevar-ugent dinodadur kumuniezhoù nevez a zec’hanas kalz goanag. Lies hini zo aet da get, lod all zo bet freuzet gant enkadennoù o tegas kerseen ha gloazioù. Darn anezho o deus padet, bennozh da Zoue ! Dre-holl avat emañ ar hag int bedataet peurliesañ, o koshaat hag o serriñ o dorojoù ; keneve nemedennoù kaer, evel just, dav eo en lavarout…

En hor Breizh a zo o koll he sevenadur hag e feiz a vloaz da vloaz, lec’h ma teu ar bleustrerion en hon ilizoù da vezañ rouezoc’h-rouez ha bepred koshoc’h, ha lec’h ma vez breskaet an tiegezhioù, en em gav ar gristenion muioc’h-mui en digenvez. Kement-mañ a glever alies tro-dro dimp… Trebad lod hengounioù evel ar pardonioù, o vodañ c’hoazh kalzik a dud, a vag saour ur gristenelezh steuziet hiviziken, hag a zo anezho evel galvadennoù da adkavout kumuniezhoù kristen gwirion. Adsavidigezh an Dro-Vreizh ha kentodennoù all a ya, hep ket a var, war an tu-se.

Diouzh hon tu, hag abaoe bloavezhioù, e kendalc’h Tiegezh Santez Anna, gant ar Vreuriezh Annezel hag ar Genunaniezh feizidi, hervez he galvidigezh dezhañ e unan "dindan mantell santez Anna." Lann-Anna, e Roudoualleg er Menezioù Du, zo al lec’h nemetañ ma vez kanet bemdez Doue un tamm eus al Lidevezh Doueel e brezhoneg, diouzh ar pezh a c’hell seveniñ ar Vreuriezh. Un oberenn vresk eo, diasur zoken, treuzet ganti meur a amprouadenn, hogen krediñ a reomp ez eo prizius, dreist d’ar pezh ez omp, en tu all d’hor gwander ha d’hor mankoù, hag e rank padout a-benn herouezañ ar vuhez kristen gwriziennet en hor sevenadur kantvedel. Kavout a reot amañ-kevret kinnigoù nevez evit ar bloavezh-mañ 2017-2018. Arabat termal da gemer perzh enno !

E-pad an hañv hon eus savet ur galv nevez e gounit al labourioù war savadurioù Lann-Anna. Diziouerus int evit treuzpad ha diorren an oberenn. 40 000 € a ra diouer da nebeutañ evit kas da benn al lankad pouezus-mañ evit startaat padusted ar gumuniezh. Trugarez en a-raok evit ho skoazell !

Ezhomm zo e Breizh eus kumuniezhoù kristen buhezek, gouestlet da adkavout ha da adperc’hennañ hêrezh speredel ha sevenadurel hor bro. E-doug ar mizioù o tont, kerzhomp a-gevret, digoromp hor buhez da c’hwezh ar Spered Santel a-benn mont en oberenn Doue a vez oc’h adneveziñ dremm ar bed : "E labour ez omp, eme an Abostol, krouet maz omp bet er C’Hrist Jezuz gant Doue, evit dougen an oberoù mat en deus o rakdivizet a-benn m’o sevenimp." (Efezidi 2,10)

 

Rassemblés par Dieu

 

D’une manière ou d’une autre, c’est toujours par l’Eglise que nous rencontrons le Christ, et le Christ lui-même nous conduit à l’Eglise. Tirant son nom du grec ekklêsia, signifiant "assemblée", l’Église est la communauté des rachetés, fondée par le Christ lui-même, et plongeant ses racines dans l’histoire du Peuple Élu (Cf. Catéchisme de l’Eglise Catholique n° 761-762). La foi, née de la rencontre personnelle avec le Dieu vivant, introduit le croyant dans cette communauté tout à fait singulière, appelée à témoigner au monde de la Bonne nouvelle du Salut.

La foi ne peut se vivre en plénitude qu’en communion avec l’Eglise, une communion qui doit trouver à s’incarner de façon très concrète dans une communauté chrétienne. Le foi ne se vit pas par procuration ! C’est important de le rappeler alors que l’individualisme et la sécularisation ont malheureusement modelé notre façon de vivre le christianisme, au point de le dénaturer. C’est à n’en pas douter l’une des causes majeures de son étiolement dans nos pays.

Aujourd’hui, les moyens de communication, favorisant l’enfermement dans un monde virtuel, entretiennent chez beaucoup l’illusion d’avoir une vie chrétienne, simplement parce qu’ils surfent sur les sites chrétiens du net ou bien fréquentent des forums de discussion entre chrétiens. Pourtant la connexion n’est pas forcément communion, et l’écran ne peut remplacer la vie partagée d’une communauté véritable.

Il est vrai également qu’il est bien difficile de trouver des communautés vivantes. Les paroisses, sauf exceptions rarissimes, n’ont de communauté que le nom. On a connu dans les années 80 une éclosion de communautés nouvelles qui suscitèrent beaucoup d’espérance. Plusieurs ont disparu, d’autres ont connu des crises profondes entrainant beaucoup de déceptions et des blessures profondes. Certaines ont duré, Dieu merci ! Plus généralement la vie religieuse est largement en crise dans nos pays : trop souvent sécularisées, les communautés vieillissent et ferment leurs portes, sauf, disons-le encore, quelques heureuses exceptions…

Dans notre Bretagne qui perd un peu plus chaque année sa culture et sa foi, où les pratiquants dans nos églises sont de plus en plus rares et toujours plus âgés, où les familles sont fragilisées, les chrétiens se retrouvent de plus en plus isolés. Nous l’entendons souvent dire autour de nous… La persistance de traditions, comme les pardons qui rassemblent encore assez largement, entretient le goût d’une chrétienté désormais disparue, et sont comme des appels à retrouver des communautés chrétiennes authentiques. La renaissance du Tro-Breizh et d’autres initiatives vont certainement dans ce sens.

Pour sa part, Tiegezh Santez Anna, avec sa Fraternité de Vie et sa Communion de fidèles, persévère depuis des années selon son charisme propre "sous le manteau de sainte Anne". Lann-Anna, à Roudouallec dans les Montagnes Noires, est le seul lieu où chaque jour est chanté en langue bretonne une partie de l’Office Divin, selon ce que peut assurer la Fraternité. C’est une œuvre fragile, précaire même, qui a traversé bien des épreuves, mais nous croyons qu’elle est précieuse, bien au-delà de ce que nous sommes, de nos faiblesses et de nos manquements, et qu’elle doit durer et se développer afin de favoriser la vie chrétienne enracinée dans notre culture séculaire. Vous trouverez ci-joint de nouvelles propositions pour cette année 2017-2018. N’hésitez pas à y prendre part !

Durant l’été, nous avons lancé un nouvel appel en faveur des travaux sur les bâtiments de Lann-Anna. Ils sont indispensables pour la survie et le développement de la maison. Il nous manque encore au moins 40 000 € pour avancer dans cette étape essentielle pour assurer la pérennité de la communauté. Merci d’avance pour votre aide !

La Bretagne a besoin de communautés chrétiennes vivantes qui redécouvrent et s’approprient l’héritage spirituel et culturel breton. Durant les mois à venir, marchons ensemble, ouvrons nos vies au souffle du Saint Esprit afin d’entrer dans l’agir divin qui renouvelle l’univers :

"C’est Dieu qui nous a faits, nous rappelle l’Apôtre, il nous a créés dans le Christ Jésus, en vue de la réalisation d’œuvres bonnes qu’il a préparées d’avance pour que nous les pratiquions." (Ephésiens 2,10)

 

 

 

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article