Ingrediente

Publié le par Andrev

*

Sul al Lore

*

 

*

*         *

 

E dibenn al lidkerzh en deus skoet ar beleg teir gwech ouzh dor ar chapel, hervez an hengoun.

Hag en ur vont e-barzh ar nevedan hon eus kanet an Ingrediente:

Ingrediente Domino in sanctam civitatem,
Hebraeorum pueri resurrectionem vitae pronuntiantes,
Cum ramis palmarum:
Hosanna, clamabant, in excelsis.

*

Paz antreas an Aotroù er gêr santel

ez embannas bugale an Hebreed,

gant bodoù palmez, dasorc’hidigezh ar vuhez:

Hozanna e barr an Neñvoù!” a voe youc’het ganto

 

*

Lennadenn

eus lizher sant Paol d'ar Filipiz, teuliad 2

Hemañ hag a oa Doue a stuz
ne sellas ket evel ur preizh
chom par da Zoue.

Met en em zibourc’het eo e-unan
dre gemer stuz ur mevel
ha dont heñvel ouzh an dud.

Ha deuet da vezañ par d’an den,
ez eo c'hoazh en em izelaet
dre sentiñ betek ar marv,
betek ur marv war ur groaz.


Setu perak en deus Doue eñ uhelsavet,
ha roet dezhañ an anv
a zo dreist bep anv,

evit ma plego pep glin en anv Jezuz,
e lein an neñvoù,
war an douar hag e bed an Ankoù,

evit ma tisklêrio pep teod
ez eo Jezuz Krist an Aotrou,
e klod Doue an Tad.

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article