Gouel Maria ar Goulou

Publié le par Andrev

*

Gouel Hon Salver Kinniget en Templ
*

E-barzh Buhez ar Sent an tad Y.V. Perrot e kaver evit ar gouel-se: "Ar beleg an evoa douget mab Mari ne ouie ket pebez tenzor a oa bel gantan être e zivrec'h, mes daou zen koz, Si-meon hag Annan, a oa en Jeruzalem, hag a 'n em gavas en Templ pa oa Jozef ha Mari o tanzen mont er-mêz. Pell a oa e oant o c'hedal donedigez ar C'hrist, hag eun dra bennak a lavare d'eze ne ziskennjent ket en tenvalijen ar be, arôk bezan gwelet e ze o c'houlaoui.

Sklerijennet gant ar Spered-Santel, ec'h anavezjont Salver ar bed 'barz ar bugel koant a oa gant Jozef ha Mari. Briata rejont anezan gant teneredigez. Ha Simeon, dre e «Nunc dimittis», a lak bemde an lliz en genou he beleien, a drugarekaas Doue da vezan grêt d'ezan, arôk mervel, an enor da c'hallout ambroug e Vab en em c'hrêt den". Komzoù Simeon a gaver en Aviel sant Lukaz, en eil rannpennad:

«Bremañ, o Mestr, lezit ho servijer,

hervez ho komz, da dremen e peoc'h;
Rak gwelet o deus va daoulagad ho silvidigezh,

An hini hoc'h eus aozet dirak an holl bobloù,
Gouloù da sklêrijennañ ar broadoù
ha klod evit ho pobl Israel.»

*

 

D'an 2 a viz C'hwevrer, Gouel Kinnigadenn an Arloz pe Gouel Maria ar Goulou.

D’an daou ugentved deiz goude Ginivelezh Jezuz, gouel ar C’hrist "goulou da sklêrijennañ ar broadoù" (Lk 2,32) testeniet e Jeruzalem e 386, degemeret gant Roma adalek ar 7t kanved. Gouel kumun gant ilizoù ar Reter ma vez anvet ganto Gouel ar Gejadenn pe Gouel an Aotrou o tont en Templ.

Le  2 Février Fête de la Présentation au Temple, ou de La Purification de la Bienheureuse Vierge Marie, fête appelée par les Grecs Hypapante (Rencontre) du Seigneur.

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article