Pempvet Sul goude Pask

Publié le par Andrev

*

An Tad e-unan ho kar,

    dre m’hoc'h eus va c'haret,     *

ha m’hoc'h eus kredet

ez on deut eus Doue.

*

Aviel Sant Yann

pennad XVI, 23-29

E gwirionez, e gwirionez, me 'lavar deoc'h
petra bennak a c'houlennot digant an Tad, e roio
deoc'h em anv. Betek-henn n’hoc'h eus
goulennet netra em anv; goulennit hag
e resevot, evit ma vo leun ho levenez.
«Lavaret em eus an traoù-se deoc'h dindan
parabolennoù. Donet a ra an eur ma ne gomzin
ket ken ouzhoc'h dre barabolennoù, met ma
komzin deoc'h en-sklaer diwar-benn an Tad.
En deiz-se, e c'houlennot em anv; ha ne
lavaran ket deoc'h e pedin an Tad evidoc'h, rak
an Tad e-unan ho kar, dre m’hoc'h eus va
c'haret, ha m’hoc'h eus kredet ez on deut eus
Doue. Deuet on er-maez eus an Tad, ha deuet
er bed; ha bremañ e kuitaan ar bed hag
e tistroan da gaout an Tad.»
Lavarout a reas e ziskibien dezhañ : «Setu
bremañ ma komzez dizolo, ha ne lavarez
parabolenn ebet. Bremañ ec'h ouzomp ec'h
anavezez pep tra ha n’ac'h eus ket ezhomm
e vefe graet goulenn ouzhit; en abeg da se
e kredomp ez out deuet eus Doue.»

 

Alleluia

Ar C'hrist zo dasorc'het, hon prenet en deus gant e gwad

ha skuilhet warnomp e sklêrijenn, alleluia.

v/ Deut on eus va Zad, ha diskennet er bed,

a nevez e tilezan ar bed hag e tristroan d'am Zad, alleluia.

 

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article