Trede Sul / post Epiphaniam
D'ar 26 a viz Genver * | ***Stumm dreistordinal↓ |
Stumm ordinal: Trede Sul an amzer ordinal
4, 12-23
O vezañ klevet e oa bet taolet Yann er c'harchar, Jezuz en em dennas e Galilea. Ha kuitaet gantañ Nazared e teuas da chom e Kafarnaoum, war ribl ar mor, war harzoù Zaboulon ha Neftali, evit ma teufe da wir ar pezh a oa bet lavaret gant Izaia : «Douar Zaboulon ha douar Neftali, hent ar mor, bro en tu all d’ar Yordan, Galilea ar Broadoù, ar bobl o chom en deñvalijenn he deus gwelet ur sklêrijenn vras; ha war ar re azezet e bro skeud ar marv eo paret ar sklêrijenn.»
Diwar neuze en em lakaas Jezuz da brezeg ha da lavarout : «Ho pezet keuz d’ho pec'hedoù, rak tost emañ Rouantelezh an Neñvoù.» Evel ma kerzhe a-hed mor Galilea, e welas daou vreur, Simon, an hini anvet Pêr, hag Andrev, e vreur, o teurel ar roued er mor; rak pesketaerien e oant. Hag e lavaras dezho : «Deuit d’am heul hag e rin ac'hanoc'h pesketaerien dud.» Hag i raktal da zilezel o rouedoù ha da vont d’e heul. O vezañ aet larkoc'h e welas daou vreur all, Jakez, mab Zebedea, ha Yann, e vreur, en o bag, gant o zad Zebedea, oc'h addresañ o rouedoù; o gervel a reas, hag i raktal da zilezel o bag hag o zad ha da vont d’e heul.
Mont a rae Jezuz dre C'halilea a-bezh o kelenn er sinagogennoù, oc'h embann Keloù mat ar Rouantelezh hag o pareañ kement kleñved ha kement langis a oa er bobl.
pezhioù gregorian evit ar stumm ordinal
Dominica Tertia post Epiphaniam
(Matinezioù) Lennadenn kentañ
Galated 1, 1-5
aol, abostol n’eo ket a-berzh an dud, na dre un den bennak, met dre youl Jezuz Krist ha Doue an Tad en deus e zihunet a-douez ar re varv; hag ivez an holl vreudeur a zo ganin, da
Ilizoù Galatia. Gras deoc'h ha peoc'h digant Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz Krist, a zo en em roet e-unan en abeg d’hor pec'hedoù, evit hon diframmañ diouzh ar bed drouk a-vremañ, hervez mennantez Doue hon Tad; dezhañ ra vo ar c'hloar da holl viken. Amen.
Salm 96,7-8
Stouit dirak Doue, c'hwi an holl aeled ! Sion a glev hag en em laouena,
tridal a ra kêrioù Bro-Youda !