Kentañ Sul war nugent goude ar Pantekost

Publié le par Andrev

Kentañ Sul war nugent
goude ar Pantekost

*

Dominica Vigesima prima post Pentecosten

21e Dimanche après la Pentecôte

*

Kyrie 12
Lennadenn

Efezidi 6,10-17


A-hend-all, klaskit tennañ ho nerzh eus an Aotrou hag eus e c'halloud dreist-hini. Lakait warnoc'h gwiskamant brezel ha klavioù Doue, evit gallout derc'hel penn ouzh itrikoù an Diaoul. Rak n’eo ket a-enep tud gant kig ha gwad hor befe da stourm, met a-enep d’ar Priñselezhioù, d’ar Galloudoù, a-enep da renerion ar bed-se a deñvalijenn, a-enep speredoù an droug o chom en oabloù. En abeg da se, kemerit warnoc'h klavioù Doue, evit ma c'hellot derc'hel penn en deizioù drouk, hag o vezañ stourmet e pep doare chom trec'h war an dachenn.
Ya, en em lakait en ho sav gant ar wirionez da c'houriz en-dro d’ho targreiz, gant ar reizhded da hobregon war ho pruched, ha kemerit da votoù en ho treid ar gred da skignañ Aviel ar peoc'h. Dalc'hit bepred en ho torn skoed ar feiz, a c”hellot gantañ mougañ holl zaredoù entanet an hini drouk; ha kemerit ivez tokarn ar silvidigezh ha kleze ar spered, da lavarout eo, komz Doue.

 

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article