Seitekvet Sul goude ar Pentekost

Publié le par Andrev

Seitekvet Sul goude ar Pantekost
Dominica Septima decima post Pentecosten

17e Dimanche après la Pentecôte

 

Lennadenn

Efeziz 4,1-6

Hoc'h aspediñ a ran eta, me prizoniad an
Aotrou, da ren ur vuhez dellezek eus ar
c'halvidigezh a zo hoc'h hini : gant pep
izelegezh, furnez ha pasianted, en em
c'houzañvit an eil egile gant karitez, aketus da
virout unander ar Spered dre chom liammet er
peoc'h. N’eus nemet ur c'horf, nemet ur
Spered, evel kennebeut-all n’eus nemet un
goubeizh ez oc'h bet galvet da vevañ enni.
N’eus nemet un Aotrou, ur feiz, ur vadeziant;
n’eus nemet un Doue ha Tad an holl, a zo a-us
da bep tra, a labour dre bep tra hag e pep tra.

*

Komunion

Salm 75,12-13

Deuit ha kinnigit d'an Aotroù Doue ho prof: Eñ eo an Doue kreñv, an Hini a lam o buhez digant an dierned, an Hini a laka da grenañ holl rouaned an douar

Vovete, et reddite Domino Deo vestro omnes, qui in circuitu ejus affertis munera: terribili, et ei qui aufert spiritum principum: terribili apud mones reges terrae.

Ar sonerezh evit ar gomunion

 

Klevout ar sonerezh evit ar gomunion

*

 

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article