Naontekvet Sul goude ar Pantekost

Publié le par Andrev

Naontekvet Sul goude ar Pantekost
Dominica Decima nona post Pentecosten

19e Dimanche après la Pentecôte

 

Lennadenn

Efezidi 4,23-28

Breudeur, en em nevezit a spered hag a soñj, ha gwiskit warnoc'h an Den nevez a zo bet krouet diouzh skeudenn Doue er reizhder hag er santelezh hervez ar wirionez.
Ac'hano, skarzhit ar gevier diouzhoc'h : ra lavaro pep unan ar wirionez d’e nesañ, peogwir ez oc'h kenizili an eil d’egile. Ma 'z eus droug ennoc'h, n’it ket d’ober an droug; arabat d’an heol mont da guzhat war ho kounnar; na roit ket d’an Diaoul krog warnoc'h. An hini a laere a dle bremañ chom hep laerezh; met kentoc'h ra gemero poan da labourat gant e zaouarn evit ober ar mad ha kaout peadra da reiñ da neb a zo en dienez.

*

Kinnigadur

eus ar Salm 137, gw. 7

Ma vezan o kerzhout e-kreiz an anken, c'hwi am mir en buhez; a-enep konnar va enebourion ec'h astennit ho torn, ho torn dehoù am savete.

 

 

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article